Ann Coulter

Ann Coulter e 2009, e-kerzh ar CPAC
Ann Coulter ouzh ar mikro e-kerzh ar Republican National Convention e 2004.

Ann Hart Coulter, bet ganet d'an 8 a viz Kerzu 1961, zo ur rendaelourez politikel ha stourmerez mirour, ur skrivagnerez hag un alvokadez stadunanat.
Alies e vez gwelet er skinwel pe glevet er skingomz o reiñ he soñjoù a-zivout darvoudoù foran pe brevez.

Ganet e voe e New York City en ur familh mirourien, ha desavet e New Canaan (Connecticut). Pa oa o studiañ an Istor e Cornell University e voe entanet muioc'h-mui gant ar mennozhioù mirour rik. D'ar mare-se e sikouras da sevel ar The Cornell Review, ur gazetenn dizalc'h embannet gant studierien he skol-veur.

Brudet eo evit implij troiennoù dichek, evit kaout savboentoù strizh ha bezañ helavar. Un Éric Zemmour stadunanat a reer anezhi a-wechoù. Flemmus ha drouk eo gant an Strollad Demokratel hag ar pezh a soñj dezhi bezañ tu kleiz ar politikerezh stadunanat. Embann a ra anat n'eo ket neptu, ha plijout a ra dezhi plantañ reuz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search